Pedet oc’h da gemer perzh en dedeadenn nevez ha plijus-se, etre ar14 hag an 21/02. Lidet vo Devezh Etrebroadel ar Yezh Vamm 2017 an UNESCO d’an 21/02 da zont.
Krouet eo bet Devezh ar Yezh Vamm evit kas war-raok ha lidañ liesseurted ar yezhoù hag ar sevenadurioù dre ar bed a-bezh, en ur lakaat ar pouez, dreist-holl, war ar yezhoù bro, minoret, kontet evel glad, hag a zo en arvar.
An difi : Deuit ‘barzh ar jeu ha kemerit perzh en ur grouiñ ur meme dibar en ho yezh vamm deoc’h-c’hwi, ouzhpennit un hashtag hag eskemmit buan hag aes gant tud all dre ar bed a-bezh.